Visite Caserne des Pompiers

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 8 a viz Mezheven 2017
loupe

Aet eo klas CP-CE1 Kristof da weladenniñ ti ar bomperien e Sant-Evlan diriaou goude lein.

Displeget zo bet d’ar vugale da betra e servije ar bomperien ha peseurt kirri-samm o doa da vont da sikour an dud (hag al loened a-wechoù). Gallet o deus ar vugale gwelet a dost (hag a-wec’hoù krapaat e-barzh) an ambulañs, ar c’hamion stourm a-enep an tan gant e skeul vras, ar c’hamion evit ar gwalzarvoudoù kirri-tan war an hent, ar c’hamion sitern hag a servij da dennañ an dud sac’het en o c’harr-tan. Komprenet o deus ar vugale e laboure ar bomperien bemdeiz, deus an deiz ha deus an noz, zoken e-pad an dibenn-sizhun pe an devezhioù gouel.

Ha dreist-holl, zoken e-pad ar gweladenn, pa oa ur pomper o tiskouezh kamion ar gwalzarvoudoù eo sonet e "bip" o lavar e oa galvet da vont kuit, diouzhtu gant ar c’hamion e oa ar vugale o sellet. Klozet en deus pep tra buan-tre hag aet eo kuit ar c’hamion en ur ober 2 vunutenn ! Gwelet o deus ar vugale ivez div ambulañs o vont kuit e-pad ar weladenn evit sikour tud gloazet.

Bet o deus tro da welet ar vugale pegement a dafar a rank kaout ar bomperien : maskoù oksigen evit gallout dialaniñ pa vez moged, ur vouc’hal evit teriñ dorioù, a-bep seurt tuelinier dour pouner-tre hag a gas meur a gantadoù litrad dour bep munutenn, benveg evit muzuliañ gwask ar gwad evit an dud gloazet.

Zoken o deus ar bomperien ur sal sport evit pleustriñ ha kambreier evit kousket rak chom a reont diouzh gward e-pad 24h. Marteze o do darn deus ar vugale c’hoant da vezañ ur pomper a-vicher pe unan a youl vat pa vefont brasoc’h !

Le coin des enfants, ici

Un musée à Nantes, ici

Merci aux pompiers !

Merci à la maman de Loïg reporter/photographe/traductrice de la journée !