Sortie Classe Maternelle

Gouzout hiroc’h war « Buhez ar c’hlasoù » 8 a viz Mae 2017
loupe

D’ar yaou 4 a viz Mae 2017, bugale klasoù Goulc’hen ha Korin a voe bet o weladenniñ bugale ar skol Su, bugale klasoù Gireg ha Tifenn.

Goude un hir a veaj en transportoù publik e errujomp er skol Su.

Pa voe ul lodenn eus ar vugale o c’hoari war ar porzh-skol e voe ar re all o tizoloiñ klud ar yer, Picoti ha Picota ! Desket eo bet ur bern traoù !

Da heul e oamp bet o pik-nikañ e liorzh-ker ar C’h/Crapaudine. Goude un nebeud c’hoarioù ez eas kuit bugale klas Korin.

Hag ar vugale all da vont daveet Ti ar C’h/Confluences evit kanañ ha selaou ur gontadenn.

Poent voe loc’hañ a-benn ar fin, ha daoust d’ar vugale bezañ skuizh (un tammig bihan hepken !), e oant leun a levenez !

Trugarez vras d’ar skol Su evit an degemer !