D’AL LUN 26 A VIZ MAE : AR REDADEG E NAONED !

15 a viz Mae 2014
loupe

Petra eo ar Redadeg ?
Ur redadeg a-eilek e-pad 1500 km eo ar Redadeg. Bep eil bloaz e vez aozet, abaoe 2008. Ur gouel a-dreuz Breizh eo hag a vod an dud noz ha deiz, hep ehan rak arouez vev treuzkas ar brezhoneg eo, a rummad da rummad, a vro da vro, ur yezh yac’h, oberiant ha startijenn ganti ! Eus Montroulez e loc’ho d’ar 24 a viz Mae hag e Groñvel e tegouezho d’an 31 a viz Mae. Festoù liesliv a vo aozet a-hed an hentad gant skipailhoù lec’hel.

Redek a raio bugale ha kerent ar skol evel just ! Muioc’h a ditouroù amañ a-benn nebeut...